Deskrivadenn
Setu un destenn un tamm lampon anezhi. Klask a reer war-lerc’h ar flammennoù lemm ha kontañ anezho holl asambles. Plijadur hon eus o tizoleiñ ar farsadennoù a reont a-dreñv kein Mamm-Gozh ! Troet eo bet raktres ar viltañsoù gant Mich Beyer ma c’hellfe bezañ kinniget d’ar genstrivadeg « Levrioù e Brezhoneg 2014 » hag aet ar maout gantañ ‘benn ar fin !
Ganet eo Julien Weber-Acquaviva e 1979 en ur familh a Enez-Eusa, met e Brest emañ bremañ o chom gant e wreg hag o zri bugel yaouank. E Roazhon eo bet o studiañ ar sonerezh a-raok kregiñ gant e vicher soner-neuzier. Seniñ tonioù jazz ha tonioù a bep lec’h gant ar piano ha krouiñ bannoù-treset war un dro en deus graet e-pad pell. Goude bezañ labouret war ar graferezh ha kemeret perzh e raktresoù a-stroll eo deuet en-dro Julien war-zu ar skeudennaouiñ, ar bannoù-treset, ar c’harnedoù-beajiñ hag al livañ, awenet ma ‘z eo gant Enez-Eusa ha menezioù Bro-Gorsika. E memes koulz e aoz filmoù-bev evit e strollad sonerezh Tasar Expérience.
2014, dastumad Kentañ Lennadenn, 24 p., ment 200 x 200 mm
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.