Deskrivadenn
Hiziv ez a kuit klasad ar sorserien yaouank da bourmen. Ar skolaerez, Lusi Fer, a ro un nebeud alioù dezho : bezañ seven, chom war-evezh ha dreist-holl chom hep implijout an I Bloup phone gama !! War a-seblant ne blij ket kalz ar benveg-se dezhi…
Ganet eo Isabelle PROVOST e 1971, er Jura. Bremañ emañ o chom gant e familh en Izer. Tri mab he deus. Goude o ganedigezh eo he deus divizet implijout ur c’hreion kentoc’h eget ur strinkel (klañvdiourez e oa). Dibaoe n’eo ket paouezet da c’hoari gant ar gerioù. http://paysagesisap.blogspot.fr
Bevañ a ra Jean BOSSARD e Roazhon. A-raok skeudennaouiñ istorioù er gazetenn Rouzig ha sevel al levr Debr da soubenn ‘ta, Idris ! (KVB, 2013) ha Mister, mister… (KVB, 2014) en doa labouret gant Katell Chantreau war “Danevelloù eus an Andoù”, pe c’hoazh war ar bladenn Balafent, gant an Ubapar. E vicher en defe c’hoant ober eus an dudi-se ha skeudennaouiñ embannadurioù evit ar re yaouank. http://fredboboss.free.fr/maracasclub/
2014, Dastumad Kentañ Lennadenn, 24 p., ment 200 x 200 mm
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.