Muntr Roger Ackroyd

9.00

E King’s Abbot, ur gumun ijinet a vefe war ar maez, e Breizh-Veur, e komz Roger Ackroyd diwar-benn e gudennoù gant e vignon kozh an Dr Sheppard. War-nes e oa dimeziñ gant un intañvez yaouank ha pinvidik-mor pa ‘n em lazhas homañ, tapet fall ma oa gant un drouktunerezh euzhus. En he lizher diwezhañ e tiskuilh dezhañ ur sekred spontus : ur bloaz abretoc’h he doa drouklazhet he gwaz ! Ha setu m’eo bet drouklazhet Roger Ackroyd d’e dro
hiziv… Er gêriadenn eo ‘n em staliet Hercule Poirot enni goude ma oa aet war e leve e klask an dirouder belgiat kompren ar pezh zo c’hoarvezet gant sikour e amezeg, an Dr Sheppard. – Embannadur kentañ e saozneg e 1926.

Diviet eo

ISBN: 978-2-86824-198-6 Rummad : Product ID: 1658

Deskrivadenn

E King’s Abbot, ur gumun ijinet a vefe war ar maez, e Breizh-Veur, e komz Roger Ackroyd diwar-benn e gudennoù gant e vignon kozh an Dr Sheppard. War-nes e oa dimeziñ gant un intañvez yaouank ha pinvidik-mor pa ‘n em lazhas homañ, tapet fall ma oa gant un drouktunerezh euzhus. En he lizher diwezhañ e tiskuilh dezhañ ur sekred spontus : ur bloaz abretoc’h he doa drouklazhet he gwaz ! Ha setu m’eo bet drouklazhet Roger Ackroyd d’e dro
hiziv… Er gêriadenn eo ‘n em staliet Hercule Poirot enni goude ma oa aet war e leve e klask an dirouder belgiat kompren ar pezh zo c’hoarvezet gant sikour e amezeg, an Dr Sheppard. – Embannadur kentañ e saozneg e 1926.
Ar skrivagner
Unan eus skrivagnerien brudetañ ar bed-holl eo Agatha Christie (1890-1976). He oberennoù eo ar re a lenner ar muiañ e bed ar saoznegerien, goude William Shakespeare. 65 romant zo bet embannet ganti, 154 danevell hag 20 pezh-c’hoari, troet m’ int bet e pep lec’h dre ar bed. E lec’hioù serr e c’hoarvez an darn vrasañ anezho, en doare ma c’hello al lenner klask gouzout piv eo an hini zo kablus a-raok fin al levr.
An troer
Olier Biguet, ganet e 1977 e Naoned, zo skolaer brezhonek hag ouzhpenn troer ha skrivagner. Troet en deus levrioù dindan e anv gwir pe dindan an anv-pluenn SPARF, ha skrivet en deus lod all – pe danevelloù – dindan an anv Anthony Renaudin.

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.3050 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.