Deskrivadenn
Anavezout a ra mat Billy ar mor ha tommadur an hin : studiañ a ra he mamm ar skornegoù oteuziñ e bourzh ur vag skiantel, ar oueletenn Tara. Kinnig a ra Billy pediñ er bourzh tud yaouank eus pep korn eus ar bed, en o aez gant an teknologiezhioù nevez, evit sikour da gizidikaat an dud.
Setu penaos e teu Vadim, Josephyn ha Moussa en akipaj evit ur veaj skiantel a gaso anezho pelloc’h eget ar c’helc’h polel !
Un avantur ekologel birvidik evit kompren gwelloc’h penaos e cheñch hor planedenn hag ar meurvorioù abalamour da dommadur an hin.
+ e fin al levr, ur c’haier skiantel hag a zispleg direnkadur an hin !
Ul levr hag a laka ar gaoz war un tem tristik a-hiziv hag a zedenn ar yaouankiz. Koulskoude eo deuet a-benn Lucie Lemoine da gomz eus direnkadur an hin en un doare liesseurt, gwirvoudel ha seder. Dindan pluenn gaer Sylvain Dorange eo youlek ar vugale da vont war-raok asambles gant pennoù-bras ar skiantoù e anv ur bed gwelloc’h.
Adlennet eo bet al levrenn-mañ gant diazezadur Tara Océan a aoz ergerzhadennoù evit kompren ha dielfennañ efed tommadur an hin.
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.