Deskrivadenn
Ne blij ket ar skol da Lomig. Ar pezh a blij dezhañ ? Tresañ martoloded ha listri, laboused mor ha pesked. Hag adkavout e dad, marvet war vor. Ha ma vefe bev c’hoazh ?
Savet en deus Jakez-Erwan MOUTON un toullad mat a levrioù en o zouez “Mignoned d’ar Sklaved”, “Katrina”, “Tangi hag ar merien” ha reoù all c’hoazh ; levrioù bet embannet da geñver Priz ar Yaouankiz, e liamm gant an istor, o kinnig darvoudoù o tremen pell eus amañ pe en ur bed all zoken.
2012, dastumad Priz ar Vugale, 48 p., ment 105×150 mm
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.