Deskrivadenn
Setu istor ur bleiz, naon bras dezhañ, o c’haloupat war-lec’h Kabellig ruz.
Skrivagneriez ha tresourez eo Juliette Parachini-Deny. Bevañ a ra e Metz. Embannet he deus muioc’h a dri-ugent albom ha romant abaoe 2012. Skrivañ ha tresañ a ra gant fent pe barzhoniez evit reiñ c’hoant da c’hoarzhin pe da soñjal, met ivez, evit reiñ plijadur da lenn.
Ganet eo Coralie Saudo e Lille e 1981. Plijout a ra dezhi bed ar vugale, ur bed plaen ha livek. Neuze e 2008, goude bezañ bet webdesigner e-pad un nebeut amzer e choazh skeudennaouiñ evit ar vugale. Splann eo eviti mont war-zu ar skrivañ ivez, awenet gant he bugale. Abaoe e lak kement a livioù ha farsadennoù en he zestennoù eget he skeudennoù.
Golo soupl – 20×20 cm
Al levr a c’helloc’h selaou amañ
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.