Louarnig a ginnig dit un niverenn doubl evit an hañv, gant div wech muioc’h a BT, c’hoarioù, traoù da lenn ha da zizoleiñ !
Radio : Aet eo Tunvezh ha Benjamin da weladenniñ ur stal evit fardañ ha c’hwezhañ ar gwer. Penaos e vez fardet resis ar gwer hag ar c’hristal ? Klik amañ evit selaou !
Deiziataer : gouel filmoù Douarnenez a vo dalc’het eus an 21 betek an 28 a viz Eost. Klik amañ evit sellet ouzh roll ar filmoù (filmoù evit ar vugale zo)
Mat da c’houzout : Katell Alençon eo ar sportourez war velo eus an Drenneg e Penn-ar-Bed. Redek a raio evit Frañs er c’hoarioù paralimpek e Tokyo. Klik amañ evit sellet ouzh ur video ganti o kinnig piv eo (goulenn digant da dud evit mont war facebook)
Poltred : Ellie Simmonds, kampionez paralimpek neuierezh. Klik amañ evit sellet ar video p’he doa trec’het e c’hoarioù paralimpek Londrez !
Kejadenn : gant Loula, liseadez e kentañ klas e Diwan, ijinet ha treset he deus ur c’hoari doare “tamagotchi” ! Klik amañ evit mont war lec’hienn fablab al lise ha gouzout hiroc’h war he c’hoari. A-benn nebeud e vo lakaet enlinenn !
Livadenn : Pellgarg amañ al livadenn evit moullañ ha livañ ur wech c’hoazh !
Krak-ha-Berr : Tresadennoù-bev zo bet savet gant an dudennoù japanat eus ar c’hoarioù olimpek ha paralimpek ! Sell amañ :