Louarnig 231 • Genver 22

📣 Gant lañs eo en em gavet Louarnig 231 en da di, ha ne oa ket raktreset. Pasianted e ranki kaout enta evit gortoz Louarnig 232 e miz C’hwevrer !📣

Chom a ra plasoù e kampoù vakañsoù ar goañv gant an UBAPAR. Klik amañ !

Loened 🦉

Perak ar ar c’haouenned laboused-noz ? Sandrine a zispleg dit evit peseurt abegoù e vefe kollet-mik ar c’haouenned ma rankfent bevañ e-pad an deiz ! Galloudoù dreistordinal o deus evit bevañ ha chaseal en noz.

Laboused al liorzhoù  🐦

Klik war ar c’halvennig-c’hlas-mañ evit mont e lec’hienn Histoires de piafs, ha selaou laboused o kanañ !

©Shadireda

 

Peseurt anv eo al laboused e brezhoneg ?

Klik amañ evit pellagrgañ ha moullañ

 

Trugarez da Bretagne Vivante ! Evit mont pelloc’h e c’hellez prenañ un pleg-dibleg galleg-brezhoneg-gallaoueg evit anavezout al laboused !

Kontañ al laboused  🐦

Setu ur fichenn evezhiañ e brezhoneg da leuniañ a-raok pe goude da brantad evezhiañ.:

Goude e c’helli kas ar fichenn dre bostel :  enquetes-geoca@orange.fr pe dre ar post (a-raok ar 21 a viz C’hwevrer 2022) da : Géoca, Espace Keraïa, 18c rue du Sabot, 22 440 Ploufragan

Gallout a rez ivez enrollañ da zisoc’hoù e lec’hienn Bretagne Vivante war-eeun o klikañ amañ.

Ar mañjouer 🐦

Savet ‘teus unan ? Arabat disoñjal kas ur foto da Louarnig ! Da louarnig(a)keit-vimp-bev.com

Embannet e vo da foto hag ur profig a resevi !

War-eeun e mañjouerioù ar bed

Setu amañ ur webcam a film war-eeun eus Kanada, nepell eus ar Menezioù Rocky !

Aze, unan all e Republik Tchek a film e kreiz an natur : estreget laboused zo !
https://www.youtube.com/watch?v=MMbTUvSjnB4

War-eeun eus Afrika ar Su, laboused disheñvel mik eus hor re !