Deskrivadenn
DIWALLIT MAT ! N’eo ket brezhoneg yezh al levr-mañ, gallaoueg ne lâran ket… 😉
An istor
Gant un den kozh mestr war an Haiku he deus kejet Akina. Ha setu penaos e kemm tamm-ha-tamm he doare da sellout ouzh an endro, betek an devezh ma tapo he barr-livañ…
Ar skrivagnerez
Marie Chiff’mine, marvailhourez treuz bro – E Bro-C’hallo eo-hi ganet. Ur garrigell e oa he c’harr-bount, he beni eo deuet da vezañ bremañ. Mont a ra neuze Marie gant an hent, hag ez a… Abaoe 30 vloaz eo he micher hag he flijadur strobinellañ bras ha bihan, e Breizh, Bro-C’hall hag e Europa an Hanternoz… Hec’h-unan pe asambles gant marvailhourien (Loïg Pujol, Matau Rollo), sonerien (Pierrick Lemou, Pierre-Yves Prothais, Vincent Burlot, Sylvain Anne, Molène Galard), en he c’harrigell c’hlas e kas komzoù marvailhus. E galleg, e gallaoueg hag e saozneg eo gouest da gontañ, ha gant he daouarn a-wechoù zoken…
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.