Deskrivadenn
Slowly n’eo ket ur jav evel ar re all. Dre chañs evit ar marc’heger bihan a zo war e gein. Gouzout a ra an daolenn lieskementiñ hag ur bern traoù all…
Ganet eo Pierre-Emmanuel MARAIS e Naoned hag eno ‘mañ o chom c’hoazh. Brezhonegerien eo e vugale, egiztañ. En div yezh e skriv, brezhoneg ha galleg. E bempvet levr embannet e dastumad Priz ar Vugale pe Priz ar Yaouankiz (gant KVB/féa) eo Deomp Slowly. Un nebeud danevelloù savet gantañ a zo bet embannet e-barzh Al Liamm ha ganto eo bet ivez embannet e levr Alje 57.
2012, dastumad Priz ar Vugale, 58 p., ment 105×150 mm
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.