Jabadao Jobig

6.00

Er c’hontadennoù-se e reer anaoudegezh gant kêriadenn Lokireg giz ma oa gwechall oc’h heuliañ avañturioù Job, ur bugel yaouank deus ar vro. Srivet int ouzhpenn-se en ur stumm berr ha bev !

97 er stok

ISBN: 978-2-86824-250-1 Rummadoù : , Product ID: 1465

Deskrivadenn

 

Er c’hontadennoù-se e reer anaoudegezh gant kêriadenn Lokireg giz ma oa gwechall oc’h heuliañ avañturioù Job, ur bugel yaouank deus ar vro. Srivet int ouzhpenn-se en ur stumm berr ha bev !

Ar skrivagner
E Lokireg he deus Jo Le Lay bevet e-pad pell a-raok mont da skolaerez kostez Pariz. Eno e lakae he skolidi, bugale kentañ-derez, da ijinañ ha skrivañ kontadennoù. Ar soñj ‘oa ganti degas c’hoant dezho mont da veajiñ e bed o faltazi kentoc’h eget chom peget ouzh ur skramm bennak. Hi ivez zo staget da skrivañ a-benn ar fin, avañturioù he zad-kozh a gonte d’he merc’hed pa oant yaouankoc’h. http://jolelay29.canalblog.com/

Ar troer
Diwezhat a-walc’h eo kroget Herve Lossec da ober en-dro gant ar brezhoneg, e yezh vamm. Stagañ ‘reas neuze da skrivañ meur a levr divyezhek hag ur romant e brezhoneg penn-da-benn : Friko Yannig Pennkaled. Berzh en deus graet er stalioù-levrioù gant e oberenn Perles de banquiers, deuet goude-se da vezañ ur pezh c’hoariet gant strollad Ar Vro-Bagan. Daou levr zo deuet gant Herve e 2009 : Loig Drouglazet, ur romant polis savet evit ar c’hlasoù divyezhek, ha Buhez Ha Fent, un dastumad danevelloù (priz an danevell gwellañ e 2009). Daou all a voe e 2010 : Friko milliget, ur « romant du » diwar skrid Anne Guillou, ha Tu pe du, un eil dastumad danevelloù.
‘N ur mod anat a-walc’h eo kroget da studiañ ha displegañ gant fent implij e ziv yezh – ar brezhoneg hag ar galleg – en e gorn-bro. Ingal eo bet gwelet e anv e kazetennoù sevenadurel gallek (Amzer, Hopala !, ArMen…), hag e Ouest-France ivez : er gazetenn-se e kinnige ur rubrikenn a-zivout ar vrezhonegadurioù. Ar re-mañ eo just a-walc’h o deus lakaet anv Herve Lossec da vezañ ken brudet !
N’eus ket ezhomm ken da zisplegañ eus petra zo kaoz en e levr Les bretonnismes. http://lesbretonnismes.canalblog.com/

2015, Priz ar Yaouankiz 2016, 38 p., 110×180 mm

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.0470 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.