Distaol

Jo

9.00

Ur grennardez eo Jo, en he bleud ivez war ar seblant. Tapet e vez he zud gant o micher hag abred o deus he lakaet da vezañ e karg outi hec’h-unan, dieub d’ober e-giz ma kar. Netra, nemet marteze harzhañ ouzh he c’hoar vihan da zaremprediñ tud o gwall buhez, ne roe da soñjal en em gavfe gant Laurent. Nac’hañ-groñs a ra tad Laurent e teufe da vezañ muzisian. Abalamour da se eo-eñ pellaet diouzh e familh ha diouzh ar vuhez o doa raktreset evitañ. Buan e vo plijet bras Jo gant barregezh ha chalm ar paotr-se, ken disheñvel ma ‘z eo diouzh ar re all. Ar pezh a itrik anezhi dreist-holl eo ar sekred na fell ket dezhañ diskuilhañ…

Golo soupl – 235 x 310 mm – 84 p.

798 er stok

ISBN: 978-2-86824-312-6 Rummadoù : , , Product ID: 1780

Deskrivadenn

Ganet eo Derib e Suis e 1944. Kregiñ a ra e vicher o «schtroumfañ» gant Peyo e Brussels. Entanet eo gant bed an Amerindianed, ha krouiñ a ra avañturioù Yakari, ar Sioux bihan, war senario Job (labouret en doa gantañ war Pythagore).
Krouiñ a ra e 1972 penn-kentañ un oberenn personel kenañ : ar stirad Buddy Longway. Gant an heuliad-se e c’hounezo Derib Alfred ar gwellañ tresour e 1978 ha priz ar stirad wellañ e 2005 gant festival Angoulême. Un heuliad all a vo krouet gantañ, e div lodenn : Celui-qui-est-né-deux-fois ha Red Road. Embann a ra Jo e 1991, ur BD diwar-benn ar sida. E 1996 e komz diwar-benn an dud korvoet evit darempredoù reizhel gant Pour toi Sandra. E 2000 e skriv ur vandenn nevez diwar-benn ar yaouankiz gant No Limits, embannet gant Le Lombard.

 

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.4430 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Roit an ali kentañ war “Jo”

Your email address will not be published. Required fields are marked *