Deskrivadenn
Gant ar pemp danevell-mañ e vez diskouezet ar re yaouank, 18-20 vloaz, gant o foan bevañ. Penaos kregiñ gant o buhez labour pa vezer o chom e kêr pe war ar maez ? Lod a ya war sikour ar re all, er broioù estren. Lod all a chom da straniñ gant o buhez…
N’eo ket ar wech kentañ dezho skrivañ evit ar re yaounak. Pe e vefent yaouank evel Moran Dipode (Brezel an Erevent, Hudour an Tour du), kozh pe koshoc’h evel Mai-Ewen (Hañvezhioù, Ur vleunienn war askell an avel, Nedeleg laouen ? …), bez’ o deus holl skrivet evit ar grennarded da-geñver ar Prizioù ar Yaouankiz.
2012, dastumad Priz ar Yaouankiz, 64 p., ment 110×180 mm
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.