Deskrivadenn
E levr-mañ e vo lennet daou zoare danevelloù disheñvel : peder anezho a dremen da geñver ar marv ha goude ar marv. Teir diouzh ar re-mañ o vezañ bet kempennet gant G. Kervella diwar mojennoù dastumet gant Anatol ar Braz, ar bedervet, Liza Gorel, zo diwar Claude Seignolle. Teñval eo al liv anezho. Ar beder danevell all a denn d’ar vuher o c’henel. Kontadennoù Nedeleg ez eus anezho, savet gant Goulc’han Kervella. Laouenoc’h int, ha leun a c’hoanag, petra bennak ma tremenont e-kerzh ar brezel 14, en ur gêr vras pell diouzh ar vro, en un enezenn vihan kollet e-kreiz ar mor bras pe en un embregerezh kouezhet en he boull.
Ul leurenner, ur c’homedian, ur rener strollad c’hoariva hag ur saver pezhioù-c’hoari ha romantoù eo Goulc’han Kervella. Ganet eo d’ar 4 a viz Gouere 1951 e Plougerne, en ur familh a martoloded.Gant e strollad c’hoariva Ar Vro Bagan o deus graet berzh an arvestoù brezhonek ha gallek diskouezet da viliadoù a dud. http://www.arvrobagan.fr/
2016, dastumad Priz ar Yaouankiz 2017, 76 p., ment 110 x 180 mm
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.