Deskrivadenn
C’hwezek danevell pe istor a ya d’ober al levr-mañ. E kazetenn Ya ! int bet embannet da gentañ. Holl int awenet gant darvoudoù c’hoarvezet e Breizh hag er bed-holl, en devezh hiriv. Lod anezho a zo gwirvoudel, unan bennak all a skiant-faltazi.Gant tri danvez e pledont : an endro pe gwareziñ an natur ; kudennoù sokial pe bolitikel ar vro hag ar c’hleñved-red nevez oc’h ober e reuz e spered an dud. Un doare eo da brederiañ, gant fent pe heug, diwar-benn hor buhez-ni hag an amzer da zont.
2021, 140 p., 110×118 mm, skeudenn golo : Didier Porchel, Ar Vro Bagan
Ul leurenner, ur c’homedian, ur rener strollad c’hoariva hag ur saver pezhioù-c’hoari ha romantoù eo Goulc’han Kervella. Ganet eo d’ar 4 a viz Gouere 1951 e Plougerne, en ur familh a martoloded. Gant e strollad c’hoariva Ar Vro Bagan o deus graet berzh an arvestoù brezhonek ha gallek diskouezet da viliadoù a dud.
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.