Re hir ar goañv

8.00

Setu ur gontadenn goañv burzhudus : ur vro skornet hag ur plac’h yaouank oc’h ober stamm da zegas tommder d’ar re all. Met homañ a gej gant ur galon skornet…

Diviet eo

ISBN: 978-2-86824-202-0 Rummadoù : , Product ID: 1359

Deskrivadenn

“E-kerzh un iskis a nozvezh he deus spurmantet un dra bennak o lugerniñ e-kreiz ar c’hoad. Tostaet eo, goustadik. Goloet a neud e oa brankoù ur wezenn. Neud gloan glas hir. Soñjal a rae da Erell e oant o tont eus kreiz ar wezenn.” Setu ur gontadenn goañv burzhudus : ur vro skornet hag ur plac’h yaouank oc’h ober stamm da zegas tommder d’ar re all. Met homañ a gej gant ur galon skornet…

Studierez war ar sinema eo Laurie Cohen (http://alyssaworld.hautetfort.com/), ur plac’h yaouank ganet e Gonesse e 1988. Kontadennoù ha barzhonegoù a skriv abaoe he c’hwec’h vloaz ! Barzhoniezh hag hudouriezh a ya d’ober he bed lennegel. Prim ha kurius eo Laurie, plijadur he deus o pourmen er mridioù pe dre broioù ar bed. Abaoe 2011 e sav levrioù evit ar vugale. Ganti e oa bet skriivet Kollet eo Louarnig, embannet ar bloaz paseet gant Keit Vimp Bev.

Eus ar graferezh d’ar skeudennaouiñ eo aet Marianne Alexandre (http://mariannealexandre.fr/), e-giz ma vije distroet d’ar pezh ‘n deus plijet dezhi a-viskoazh. Pa oa yaouankoc’h e oa troet war pezh a denn da ved ar vugale dre vras, met an tresañ eo ar pezh a blije dezhi dreist-holl. Perak e cheñchfe o koshaat ?// 2013, dastumad Kentañ Lennadenn, 24 p., ment 200×200 mm.

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.1500 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.