Deskrivadenn
Div zanevell a zo en oberenn-mañ : Ti e Voledoù glas, skrivet gant Riwal Huon, ha Kevrin an Dourdu, skrivet gant Armel Le Sec’h. Ti e Voledoù glas : Emañ ar vugalee porzh ar skol, pa gavont ur maen war al leur, hag stag outañ, ur gerig. Unan skrapet o c’houlenn sikour. Dañjer a zo ! Kevrin an Dourdu : E-kreiz ur c’hoad derv, e korn-bro Montroulez, e oa Efflam ha Mona o c’hoari, ganto gwiskamantoù morlaeron. Hag int da vont gant ur riboul, evit diboulañ da vare an Dugez Anna !
E 1957 e Brest eo ganet Riwal Huon. Kresket en deus gant e dri vreur en ur familh a stourme evit ar yezh. E fin ar vloavezhioù 1970, pa voe krouet kentañ skol Diwan e Lambaol-Gwitalmeze, en deus kenlabouret evit ur gazetenn e brezhoneg evit ar vugale, anvet Wanig ha Wenig. Studiet en deus ar brezhoneg hag ar saozneg e-pad daou vloaz, ha choazet en deus deskiñ ar michier munuzer e Landerne. E-pad 30 vloaz en deus labouret e Kreiz Breizh. Kemeret en deus perzh e buhez sevenadurel ar vro gant e familh. An darn vrasañ eus e istorioù a zo bet embannet e-barzh Al Liamm. Embannet en deus ivez Riwal Huon daou romant e ti Al Liamm : Ar marc’h glas (2010), diwar-benn ur c’hrennard hag e dud o kuitaat ar maezioù, hag Ar merc’hed gwisket e du (2015), ur romant berr diwar-benn darvoudoù istorel, o kontañ an darempredoù etre div gendervez eus Enez Eusa ha soudarded en em gavet war an enezenn e 1898. Ti e voledoù glas a zo e destenn gentañ evit ar vugale.
E 1941 eo ganet Armel Le Sec’h. Livourez, skrivagnerez ha telennerez eo, met Breizhiadez da gentañ. E-pad ar brezel e roe he zad kentelioù brezhoneg dezhi bemdez. Rezistant e oa an tad e-pad an noz. Aet int da vevañ e karter Montparnasse (Pariz) e fin ar brezel ha mont a rae Armel da bourmen hec’h-unan, da 5 bloaz nemetken, dre straedoù ar c’harter war glask an diskouezadegoù livadurioù. Al livioù a voe pouezus eviti. Diwezhatoc’h, ur wech deuet en oad e tremenas 11 vloaz e Avignon hag e krogas da labourat gant eoul ha gant ur gontell. Goude un neubeud bloavezhioù da labourat gant ur skouer ha kemer perzh e labouradegoù, gant ar choaz labourat hec’h-unan ha mont war-zu an arz e Breizh. Kregiñ a ra da skrivanñ e 2011 : 4 levr a voe embannet. E 2014, e voe embannet Naig, Youenn hag an aerouent gant Keit Vimp Bev ha tapout a reas al levr-se Priz ar Vugale. Tapout a reas ivez prizioù evit he barzhonegoù. http://sitekreator.com/ArmelLeSech/main_page.html
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.