Deskrivadenn
Ur brav a louarn a zo eus Ehouarn. Ur brav a lipouzer eo ivez. Setu ma lak en e soñj tapout yer an atant a zo e traoñ ar menez. N’eo ket hep kontañ war dalc’husted ar peizant !
Gant piv a yay ar maout… ket… ar yer, a-benn ar fin ?
Bevañ a ra Valérie de la Torre, ar skrivagnerez, e mervent bro Frañs. A-c’houde he bugaleaj eo sot gant ar gerioù hag ar yezh, ha kenderc’hel a ra da skrivañ evit he flijadur. Deuet kelennerez ar skolioù, e krog da gas he zestennoù d’an embannerien. Met ar pezh a lak anezhi da grouiñ istoerioù nevez eo ar c’hoant da gas al lennerien yaouank e bed an ijin. Evit mont da zizoloiñ he labour : http://valeriedelatorre.blogspot.com
Tresour ha grafour eo Charles Monnier. Ganet eo e 1984, ha bevañ ha labourat a ra e Pariz. Labouret en deus kalz evit ar web, evit ar gelaouenn Cadremploi pe c’hoazh evit Médecins sans Frontières. Gober a ra luc’hskeudennoù ivez. Evit ar wech kentañ e labour evit ar yaouankiz gant Edouard le renard. Entanet gant al leviroù kaer hag ar skeudennoù moulet, e ro doareoù an hiraezh pe ar “c’hwil” d’e dresadennoù. Evit mont da zizoloiñ e labour : http://charlesmonnier.blogspot.com
2011, dastumad Kentañ Lennadenn, 24 p., ment 200×200 mm.
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.