Deskrivadenn
Savet eo bet an albom-mañ evit bugale ar skolioù-mamm. Aes eo dezhe kompren an istor. Tresadennoù bras livioù splann dezhe zo evit ar re yaouankañ. Munudoù zo ur seurt evit ar re a zo un tammig koshoc’h.
Ganet eo Patrick Béchard (PADS) e Roazhon e 1973. Mestr skol-vamm eo e Gwened. E meur a gazetenn en deus kemeret perzh : ar fanzin Gripi (An Tri Boulomig O C’havell Aour, Penn-Annev), ar gelaouenn Meuriad (Wil ar C’hwil) hag ar gazetenn Ya ! (Marsel Yogi, Gad ha Zhug). Ul levr en deus savet ivez, embannet gant Keit Vimp Bev : Kaier tresañ. War-dro al lec’hienn Skrabidoull e ra c’hoazh, warni e c’hel- ler kavout bannoù-treset savet pe troet e Brezhoneg: http://bzg.pagesperso-orange.fr/skr/
2012, dastumad Bihan-Bihan, 24 p., ment 200×200 mm.
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.