Deskrivadenn
Lavaret en deus an diviner Youroukoukoume, eus Bro Dogon, emañ ar maskl Nommo gant Fili, ar Paotrig-baot, ahont e Gwiseni… Dre urzh ar wala banga, mestr ar maskloù sakr eus Menez Youga, eo deuet Babah da resteurel e boltreder d’ar Paotrig-baot ha da bediñ anezhañ da rentañ ar maskl sakr zo gantañ… Trede ha diwezhañ lodenn an heuliad, goude Tamasheq (1) ha Bro gozh Mamadou (2), eo Ur vaot en oabl.
Ganet eo bet Pascal Hervio e 1962. E Lanniliz emañ o chom. Anavezet eo eñ hag e verc’hed e Strollad ar Vro Bagan ha kemer a ra perzh e buhez ar skolioù e brezhoneg en e vro. Troidigezh al levr “Ar blouked” skrivet gant Youenn Cóic a zo bet graet gantañ.
2014, dastumad Priz ar Yaouankiz, 76 p., ment 110×180 mm
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.