Beaj Mael-Duina

8.00

Romant evit ar yaouankiz

Goulc’han Kervella

Yezh : brezhoneg

ISBN 978 2 86824 375 1

110 x 180 mm / 54 pajenn

Rummadoù : , , Tags: , , , Product ID: 9352

Deskrivadenn

En inizi Aran, e Bro-Iwerzhon, er Grennamzer. Brendan, ur chaseour yaouank, a zo bet lonket gant un aerouant. Bev eo atav avat, e kof an euzhvil. Mont a ra e c’hoar Mael-Duina da glask saveteiñ anezhañ e-bourzh ul lestr dre-lien. Ganti, er bourzh ez eus un toullad moraerien yaouank. Harpet int gant an drouiz Nuca hag ar barzh Diuran. Douarañ a reont e c’hwec’h enezenn iskis a-raok en em gavout gant ar seizhvet hini, Enez varzhus an Aerouant.

Ul leurenner, ur c’homedian, ur rener strollad c’hoariva hag ur saver pezhioù-c’hoari ha romantoù eo Goulc’han Kervella. Ganet eo d’ar 4 a viz Gouere 1951 e Plougerne, en ur familh a vartoloded. Gant e strollad c’hoariva Ar Vro Bagan o deus graet berzh an arvestoù brezhonek ha gallek diskouezet da viliadoù a dud. 

Titouroù ouzhpenn

Dimensions 11 × 180 cm

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.