Afer Faber

8.00

97 er stok

ISBN: 978-2-86824-342-3 Rummadoù : , Product ID: 3435

Deskrivadenn

Kazetenner brudet eo Edwin, implijet gant «An darvoud», ur gazetenn troet war an trouzioù-poull. Kaset eo da Vro-Irak d’ober un enklask kuzh war ar simanterezh Faber. Ha setu-eñ o lezel war e lerc’h Anna, e wreg, ha Mael, o mab. Ne raio ket an disparti hir-se vad d’ar familh. Eno e vo Edwin blenier karr-samm ha deskiñ a raio, evel-se, tamm-ha-tamm, al liammoù a zo etre ekonomiezh ha politikerezh.

E Sant-Malo eo ganet Jakez-Erwan Mouton ha studiañ a reas ar brezhoneg hag ar saozneg e skol-veur Roazhon. Kelenner istor – e brezhoneg – e voe goude evit klasoù divyezhek skolaj Sant Stanislas e Lokournan. Kelenn an istor a blij dezhañ met ivez he leurenniñ, ha pa vefe unan deuet eus ur c’hevandir all pe eus ur bed all. Meur a levr en deus bet tro da skrivañ pe e vefe evit Priz ar vugale pe evit Priz ar Yaouankiz : Mignon d’ar Sklaved, Katrina, Tangi hag ar merien, ha, nevesoc’h zo No pasaran ha Stourm ha karantez, Erin go bragh.

Rummad Priz ar Yaouankiz
ISBN 978-2-86824-342-3
11×18 cm / 148 p.
Here 2020

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.120 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.

Marteze e vefec'h plijet ivez gant kement-mañ…