Beaj Taliennig

8.00

Hiraezh he deus Taliennig ar vorgaoulenn vihan da vont da zizoloiñ ar mor pelloc’h evit Rouantelezh an halen, ar vro lec’h m’eo ganet. Ambrouget gant he mignonez Ninnog, ar valafenn-marc’hmor, eo kaset d’ober ur vrav a veaj, o kejañ gant loened kaer ha dic’hortoz.

Diviet eo

ISBN: 978-2-86824-171-9 Rummad : Product ID: 1331

Deskrivadenn

Hiraezh he deus Taliennig ar vorgaoulenn vihan da vont da zizoloiñ ar mor pelloc’h evit Rouantelezh an halen, ar vro lec’h m’eo ganet. Ambrouget gant he mignonez Ninnog, ar valafenn-marc’hmor, eo kaset d’ober ur vrav a veaj, o kejañ gant loened kaer ha dic’hortoz. Evel an istor eo ar skeudennoù leun a varzhoniezh, peadra da vamiñ daoulagad ar re vihan hag ar re vras.

Aozourez evit ar re yaouank eo Laetitia Etienne. Skrivañ a ra romantoù faltazi evit ar grennarded, hag albomoù a lak an ijin da veajiñ. Labourat a ra ivez evit ar re vihan-tout : albomoù kartoñs, lizherenneg, rimadelloù. Ouzhpenn ar gerioù, e plij dezhi c’hoari gant al livioù, ha c’hoarvez a ra dezhi tresañ ivez. http://auteur.illustratrice.free.fr/

A-viskoazh sot-pitilh gant an tresañ hag ar c’hontadennoù boudiged eo Christelle. O heuliañ he studioù war ar skiantoù e talc’h d’ober tresadennoù, betek kinnig he skeudennoù e freelance. Bed disoursi ar vuga- leaj a ro dezhi hec’h awen. http://les-jolies-choses.over-blog.com

2011, dastumad Kentañ Lennadenn, 24 p., ment 200×200 mm.

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.1500 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.