Debr da soubenn ‘ta, Idris !

8.00

“Me ‘oar mat ‘peus debret Idris !” Hejañ a ra Fatoumata al leon a bep tu. Sachañ a ra war e zivskouarn, c’hwesa a ra e toulloù e fri. “Skarzh va breur bihan ‘maez eus da gof ma fell dit e laoskfen ac’hanout e peoc’h !” Un istor souezhus ha fentus war un dro.

97 er stok

ISBN: 978-2-86824-199-3 Rummad : Product ID: 1339

Deskrivadenn

“Me ‘oar mat ‘peus debret Idris !” Hejañ a ra Fatoumata al leon a bep tu. Sachañ a ra war e zivskouarn, c’hwesa a ra e toulloù e fri. “Skarzh va breur bihan ‘maez eus da gof ma fell dit e laoskfen ac’hanout e peoc’h !” — Un istor souezhus ha fentus war un dro. E-touez ar re a zegas deomp ur sell nevez war ar vuhez e Bro-Afrika emañ J. Bossard. Tost eo aergelc’h al levr eus an hini a c’heller kavout e bannoù-treset Aya de Yopougon da skouer. Un oberour a vo mat derc’hel ur sell warnañ…

Bevañ a ra Jean BOSSARD e Roazhon. Un tamm brezhoneg ‘n deus desket pa oa el lise, met n’eo ket aet pelloc’h ganti. A-raok skeudennaouiñ istorioù er gazetenn Rouzig en doa labouret gant Katell Chantreau war “Danevelloù eus an Andoù” pe c’hoazh war ar bladenn Balafent, gant an Ubapar. E vicher en defe c’hoant ober eus an dudi-se ha skeudennaouiñ embannadurioù evit ar re yaouank. http://fredboboss.free.fr/maracasclub

Advoullet e 2019, dastumad Kentañ Lennadenn, 24 p., ment 200×200 mm.

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.1500 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.