Deskrivadenn
War hent ar vuhez, etre levenez ha tristidigezh, setu Nin, plac’hig disoursi, war-lec’h he flanedenn.
Ganet eo Mai Ewen e Skaer (29). Goude bezañ labouret evit an Deskadurezh Stad hag e-giz koñversatez emañ-hi war he leve bremañ. Divyezhek a-vihanik eo, met kroget e oa da zeskiñ brezhoneg skrivet e 73-74. Un nebeud bloavezhioù diwezhatoc’h e skrive he danevelloù ha barzhonegoù kentañ. Adalek 1986 he deus embannet 3 levr gant Emgleo Breiz ha goude un troc’h hir a-walc’h (tost dek vloaz) he deus kroget da embann levrioù en-dro, e-ti Keit Vimp Bev (Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz). Ha n’eo ket echu !
2019 – Rummad Priz ar Yaouankiz – 11×18 cm
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.