Deskrivadenn
P’emañ en e wele e sell Lulu dre ar prenestr. Noz-du zo er-maez. Un tammig aon en deus Lulu pa vez e-unan. Met ur sekredig en deus Lulu evit gellet kousket…
Tresour ha stlenngrafer eo Olivier Le Gall, diplomet gant skol Emile Cohl. Labourat a ra evit ar re yaouank abaoe 2002. Kustum eo da sevel tresadennoù evit ar gelaouenn Rouzig hag embannet eo bet e levr Kroko Melen gant Keit Vimp Bev dija e 2014.
olivier-legall.ultra-book.com
2019 – Rummad Bihan-Bihan – golo soupl – 20×20 cm
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.