Ar wastell avaloù

8.00

Setu ul levr simpl, soñjet evit ar skolaerien, met a c’hell bezañ implijet e pep tiegezh ivez.
An obererezhioù a ya da-heul fardañ ur wastell avaloù, displeget a-bajenn-da-bajenn, a ya
d’ober anezhañ. Ur frazenn simpl hag ur skeudenn a zo da zisplegañ pep pazenn.

Diviet eo

ISBN: 978-2-86824-175-7 Rummadoù : , Product ID: 1066

Deskrivadenn

Setu ul levr simpl, soñjet evit ar skolaerien, met a c’hell bezañ implijet e pep tiegezh ivez.
An obererezhioù a ya da-heul fardañ ur wastell avaloù, displeget a-bajenn-da-bajenn, a ya
d’ober anezhañ. Ur frazenn simpl hag ur skeudenn a zo da zisplegañ pep pazenn. Ar rekipe a
vo kavet war ar bajenn ziwezhañ. Skeudennoù a-vremañ – gant ur blaz “vintage” diouzh ar
c’hiz -, anvioù bugale a gaver er skolioù en deiz a hiziv… Ul levr tost eus ar bed a vev ar
vugale ennañ eo hemañ, ma c’hello e lennerien en em santout en o bleud o tizoleiñ anezhañ !

Yann-Fañch JACQ en deus skrivet 10 levr evit an dud deuet hag un 20 bennak evit ar re yaouank,
ha gounezet gantañ meur a wech ar Priz ar Yaouankiz. Kelenner war ar brezhoneg eo e skolaj
Diwan ar Releg hag el lise Diwan Karaez. Skrivañ a ra reoliek evit ar sizhuniek Ya! hag a gustum
kenurzhiañ ouzhpenn.

Ganet eo Gwenole Le Dors en Alre, e 1974, hag emañ bremañ o chom e Plunered.
E vicher eo tresañ abaoe 2001 hag ar memes bloavezh e oa kroget da dresañ evit ar gazetenn
Rouzig. Kenderc’hel a ra da ziskouez e labour enni en deiz a hiziv c’hoazh. Eus un tu all e kemer
perzh Gwenole en embanndurioù hag en darvoudoù aozet gant Vide Cocagne tro-dro d’ar bannoùtreset.
Sikouret en deus anezho da zont da vezañ ur gwir ti-embann. Graet en deus ivez skeudennoù
evit Ouest France hag evit meur a gazetenn evit ar vugale. Ouzhpenn d’an holl obererezhioù-mañ e
ya ingal er skolioù da vuheziñ atalieroù bannoù-treset, abaoe 2013. http://gwenole.ultra-book.com/

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.1200 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.