Ujenn un hunvre n’eo ken ?

9.00

A-hed an devezh e vez Ujenn en e garrig, o troadikellat tro-dro d’e di, diwallet gant e vamm frond an avaloù anti… Brav eo e vuhez amañ, met en e hunvreoù koulskoude e ya betek ar C’hleuz Bras en tu all d’ar gloued… met difennet eo outañ mont ken pell ! Rak du-hont emañ an dud evel-se, an tiez e mod-se hag avaloù, n’eus ket…

19 er stok

ISBN: 978-2-37550-002-6 Rummad : Product ID: 1092

Deskrivadenn

An istor

A-hed an devezh e vez Ujenn en e garrig, o troadikellat tro-dro d’e di, diwallet gant e vamm frond an avaloù anti… Brav eo e vuhez amañ, met en e hunvreoù koulskoude e ya betek ar C’hleuz Bras en tu all d’ar gloued… met difennet eo outañ mont ken pell ! Rak du-hont emañ an dud evel-se, an tiez e mod-se hag avaloù, n’eus ket…

2016, Editions Millefeuille, 36 p., soupl, ment 210 x 210 mm

Christelle Le Guen

An aozerez ha skeudennerez. Ganet eo bet e Breizh. Goude bezañ studiet al Lizhiri hag an Arzoù- kaer ganti he deus en em staliet er vro-se a ro awen d’he c’hreionoù ha d’he barroù-livañ. Labourat a ra gant an embann evit ar re yaouank abaoe un ugent vloaz bennak. Istor Ujenn a vez c’hoariet gant skipailh arzourien ar Familh PetitPlus ha skeudennaouet rag-eeun gant Christelle Le Guen abaoe 2013. Dirak an arvesterien bamet e c’han neuze ar skeudenn, kontet gant sonerezh.

Les éditions Millefeuille o deus embannet al levr-mañ,

arbennik int war al levrioù a denn d’ar glad : albomoù evit ar vugale, romantoù evit ar re yaouank hag ar grennarded, levrioù-brav evit an dud deuet.
 
En o oberennoù e kaver faltazi, avañtur, kontadennoù barzhel… a-zivout ar glad, hag elfennoù-kelenn da-heul.

Reiñ c’hoant d’ar vugale da vont da welout ar glad dizoloet a-hed ar pajennoù, pe kaout danvez da lenn goude ur weladenn eo ar pal. Kement-mañ a-benn emouezañ ar glad.

N’eo ket boas Les Editions Millefeuille da embann levrioù brezhonek ha plijout a ra da gKeit Vimp Bev ar pezh a reont. Setu perak hon eus divizet reiñ sikour dezho o kinnig al levr brav-mañ d’hol lennerien ! … 😉

http://www.editionsmillefeuille.com/

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.1400 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.