Goude marv DJ Mao

6.00

99 er stok

ISBN: 978-2-86824-339-3 Rummadoù : , , Product ID: 3449

Deskrivadenn

Fañchig, 13 vloaz, a chomo er gêr e-pad an hañv : e dud a labour. Ober a ra war-dro e c’hoar Juliet hag ar c’hi Lellig. Met dañjerus eo ar c’harter, ken evit ar vugale hag evit al loened. Gant sikour ar baotred a zo o chom en e ru, ha dont a raio a-benn da ziluziañ kevrin an diankadennoù ? Ha da zedennañ Lina, e amezegez koant ? Ur romant-enklask gant loened (nebeutoc’h-nebeutañ), suspens (muioc’h-muiañ) ha c’hoarioù stroll.

E 1970 eo ganet Sarah Chédifer, Henri Dorsel hec’h anv-pluenn. Er bloavezhioù 90 e tesk brezhoneg e Roazhon a-raok kelenn ar yezh goude e klasoù divyezhek, war un dro gant ar sonerezh. Istorioù ha kanaouennoù a skriv e brezhoneg (an torkad danevelloù Mervel ul lunvez, ur romant evit ar yaouankiz, Hañvezh an dermajied ha pozioù kanaouennoù evit ar strollad a vugale Diaoulezed). E galleg he deus lakaet embann un hentenn da zeskiñ ar yezhoù dre al lenn, Le syndrome de l’envol. Estreget ar skrivañ hag ar c’han er festoù-noz eo brudet Sarah Chédifer evit he fennadoù skridvarnouriezh embannet abaoe 2009 er blog « A ! Lenn… ».

Rummad Priz ar Yaouankiz
ISBN 978-2-86824-339-3
11×18 cm / 92 p.
Here 2020

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.105 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Roit an ali kentañ war “Goude marv DJ Mao”

Your email address will not be published. Required fields are marked *