Deskrivadenn
Da 16 vloaz eo rediet Sekou da guitaat e familh hag ivez Ginea, lec’h m’eo ganet. Mont a ra gant an hent war-zu Bro-Saoz, o soñjal e c’hello kavout en-dro e vreur Abou eno. War e hent, e Naoned, e kej gant Waris hag a zo tont eus memes bro hag eñ. Waris a sikour anezhañ da gompren penaos e ya en-dro ar c’hampoù repuidi. Ar gelennerez Bahija a zeu ingal di ha kejañ ganti ha gant he mab a vo un darvoud a-bouez e buhez Sekou.
Ur skrivagner eus Naoned eo PIERRE-EMMANUEL MARAIS. E galleg hag e brezhoneg e skriv hag e ra war-dro buheziñ ur strollad lenn e brezhoneg er gevredigezh Kentelioù an noz. Daou briz en deus bet evit e romant Alje 57 embannet e 2012 : ar priz Langleiz ha priz Dazont ar brezhoneg. E stern Priz ar Yaouankiz en deus skrivet meur a romant ivez, en o zouez an drilogiezh Duncan O’Hara. Evit ar pezh a sell ouzh Priz ar Vugale, enta, eo-eñ oberour Gaza, Ronan ar c’horrigan ha Deomp Slowly.
Image de couverture : Fabrice Mosca
Dastumad Priz ar Vugale 2021 – 68 p. – 10,5 x 15 cm – Golo gwevn
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.